AR SEIZ BREUR 1923-1947

Etre an daou vrezel, er bloaz 1923, e oa bet krouet luskad arzel Ar Seiz Breur gant ur strollad arzourien a Vreizh a oa bet divodet e 1947. Gant ul luskad all e oa bet awenet, hini an Arzoù kinklañ, hag en hevelep tro gant hini an Arts & Crafts eus Breizh-veur, ha gant hini ar Bauhaus alaman, eo bet toullet an hent war-zu ur gened a-vremañ a gas war-raok yezh ha sevenadur ar vro. Pa oa ar strollad en e barr e oa bet betek un tri-ugent arzour bennak ennañ (tisavourien, broderien, poderien-pri, ebenourien, engraverien, livourien, kizellerien, ha kement zo…). E-touez ar re anavezetañ, Jeanne Malivel, Reun Kreston, Suzanne Candré-Kreston, Zavier Langleiz, James Bouillé, Robert Micheau Vernez, Jorj Robin, Per Peron ha Joseph Savina. Jeanne Malivel (1895-1926), a oa kelennerez e skol an Arzoù-kaer e Roazhon, ouzhpenn bezañ engraverez ha kinklerez, a roas al lañs d’al luskad, gant Kreston hag e wreg, ha deuet e oa anv ar «Seiz Breur» diwar anv ur gontadenn bet klevet ganti en he yaouankiz. Divizet e oa bet gant ar Seiz Breur kenlabourat evit sevel un arz breizhek arnevez a rafe al liamm etre ar gwellañ eus an hengoun hag eus redioù ar vuhez a-vremañ.

“Mont a ra luskad ar Seiz Breur a-enep d’ur skeudenn diamzeret eus o bro, gwallgaset m’eo bet gant an touristelezh en deus implijet arouezioù dismegañsus ha folklorajoù evit e daolenniñ.”

Evit diazezerien al luskad e ranke an arz breizhet bezañ «eztaol buhez hec’h ene », da lâret eo chom diouzh ar mare, ha n’eo ket ur c’hatalog oberennoù kozh. Gant ar Seiz Breur e veze lakaet war-raok liested an danvezioù hag an teknikoù, ha broudañ a raent implij danvezioù pe teknikoù nevez. Lakaet o doa da dalvezout meur a vod skignañ o labour : adalek al levrioù hag ar c’hartennoù-post en ur dremen dre an timbroù, an deiziataerioù, ar bravigoù, an arrebeuri, an torchennoù brodet, an tasoù pe ar skritelloù.

Motif feuillage, étude bleue, 1924, encre et gouache, Jeanne Malivel
Chapelle Saint Joseph à Lannion - Architecte James Bouillé
Revue "Kornog Occident" - illustration : René-Yves Creston
Etude mobilier - Jeanne Malivel
Illustration timbre - Xavier Langleiz
3 fauteuils en chêne, assise en paille - Joseph Savina
Projet d'étoffe imprimée - Suzanne Candré-Creston
Faïence Nominoe - René-Yves Creston