Anna LE MOINE GRAY – Livourez

E Breizh e oa bet ganet Anna Le Moine Gray hag e Brezhoneg e oa bet desavet.
Studiet he deus an tisavouriezh, ar filozofiezh hag ar yezhoniezh, e-keit ma teske an tresañ hag al livañ e atalieroù livourien zo. Goude bezañ bet o chom tri bloaz ha tregont e Breizh-veur, ha bezañ pinvidikaet hec’h anaoudegezh eus sevenadurioù ar Gelted, eo deuet da vro ar C’hab da chom e penn ar c’hevandir.
Lusket eo bet gant an hevelep lañs krouidigezhioù ar Seiz Breur hag he doa bet kavet el luskad Arts & Crafts, desachet m’eo gant ar c’hoant kaeraat ar vuhez bemdeziek gant an arzoù, « Bevañ e kalon an arzoù sevenet», da lâret eo anavezout pinvidigezhioù an amzer dremenet ha reiñ dezho ur ster nevez