Pascal JAOUEN – Broder

Anavezet e oa Pascal Jaouen evit e vicher a vroder da gentañ, met goude-se en deus digoret meur a skol broderezh, skrivet un toullad levrioù, krouet dilhad savet diouzh ar moull kenkoulz ha giziaouegoù dilhad prest da wiskañ awenet gant broderezhioù hengounel Breizh. Sot eo gant sevenadur, hengoun ha gizioù Breizh kuit a glichedoù, ha gant an treuzkas anezho d’e zeskarded.

Renevezet eo bet gantañ ar vroderezh hengounel p’en doa savet ar Skol vroderezh arz e Kemper, ha setu-eñ « Broder stylour » ha tapet ur plas gantañ e bed an dilhad prest-da-wiskañ, ha pediñ a ra an arvesterien d’ober anaoudegezh gant e c’hiziaouegoù da geñver dibunadegoù arvest.

Gweladenniñ lec'hienn Pascal Jaouen