Atav eo bet tomm kalon Bertrand Nicolas ouzh e vro : lennegezh da gentañ er skolaj, Istor gant ar Mission Bretonne goude… Pa oa o labourat evel enklasker, anv e raktresoù a rae menneg eus Breizh (Nominoë, …) ha skignet e vezent dre kreizennoù enklask e-touez ar pemp departamant.
Emgouestlañ a ra e-barzh stourmoù Breizh, ur vech erruet war el leve. Krouet en deus ar gevredigezh Breizh 5/5 ha prezidant eo abaoe. Drezi ha dre e rouedad a genlabourerien ekonomikel ha sevenadurel e vez krouet liammoù e Breizh a-bezh.
A-viskoaz eo bet dedennet gant an Arzoù e Breizh, gant al levrioù da gentañ (Delouche, Cariou, Le Couédic, …) hag gant diskouezadegoù diwar-benn ar Seiz Breur (etre arzourien all eveljust…) goude : Malivel, Langleiz, Péron, Savina …
Soñj kevredigezh “Breizh 5/5” a zo diskouez emañ brasañ niver ar Vretoned a-du gant Breizh pemp departamant enni. Meur a stumm a zo evit pep hini da ziskouez ha da gas war-raok ar youl-se: kinniget e vez pannelloù-hent evit ar c’hêrioù, kumuniezhioù kêrioù… da lakaat war an hentoù a zeu daveto, ha plakennoù-ti, pegsunioù, banneligoù, bannieloù, mailhurennoù, swetoù, seier e lien… evit an holl, pe e vefec’h ur gevredigezh ekonomikel pe sevenadurel, un hinienn…