Pevarzek – ar gevredigezh

UN HENTAD
ARZEL

1923 – Ganet e oa luskad arzel breizhek ar « Seiz Breur .»

2023 – Da geñver kant vloaz al luskad-se ez eo en em vodet arzourezed hag arzourien, artizanezed hag artizaned ha dizagnerezed ha dizagnerien, boutin o zalvoudegezhioù, evit sevel PEVARZEK, ur c’henstroll awenet gant hentenn grouidigezh ar « Seiz Breur » , hag a zegas an deiz a-hiriv an hentenn war veur a dachenn sevenadurel.

Hag en ur vont war roudoù al luskad arzel-se, en doa pinvidikaet an hengoun keltiek hag ar modernelezh en arzoù pleustrek hag an arzoù kinklañ, emañ PEVARZEK o vodañ hiriv an deiz krouerien a glask talvoudekaat temoù Breizh en o zachennoù liesseurt : tisavouriezh, livadurioù, kizellerezh, luc’hskeudennoù, dizagn grafek, dizagn arrebeuri, dizagn danvez ha kement zo…

Evel-se e fell da izili PEVARZEK kas war-raok skeudenn Breizh a-vremañ, leun a startijenn, digor he spered hag he zirienn, digor war veur a sevenadur evel bepred. Alese e c’heller klask kompren pezh a dalvez krouiñ e Breizh hiriv an deiz pa ranker doujañ diouzh dalc’hoù ar gevredigezh ha pa vefent ekonomikel pe war dachenn an endro.
Pedet oc’h neuze gant PEVARZEK d’ober anaoudegezh gant krouidigezhioù he diazezerien, evel ur respont d’ar Seiz Breur gwechall, en ur ginnig deoc’h doareoù liesseurt en ur zoujañ d’ar c’hoant kas Breizh war-raok, gant he glad, he chemedoù, hag en ur reneveziñ he nerzh krouiñ koulskoude.

HEREZH AR
SEIZ BREUR

Etre an daou vrezel, er bloaz 1923, e oa bet krouet luskad arzel Ar Seiz Breur gant ur strollad arzourien a Vreizh a oa bet divodet e 1947. Gant ul luskad all e oa bet awenet, hini an Arzoù kinklañ, hag en hevelep tro gant hini an Arts & Crafts eus Breizh-veur, ha gant hini ar Bauhaus alaman, eo bet toullet an hent war-zu ur gened a-vremañ a gas war-raok yezh ha sevenadur ar vro.
Alan Stivell, pedet evit digorlid diskouezadeg kentañ ar strollad e 2023, en deus graet eus
PEVARZEK hêrezed ar Seiz Breur (o lakaat keñver-ha-keñver o zoare-krouiñ hag e hini war dachenn ar sonerezh). Gant an hevelep spered a oa gant ar Seiz Breur, lusk PEVARZEK a zo kinnig krouidigezhioù maget gant sevenadur hengounel Breizh gant ur stil a-vremañ.

UR C’HEFRIDI :
KEVREAN

Adalek ar penn-kentañ ez eo bet embannet gant ar strollad PEVARZEK e oa c’hoant ganto reiñ bod d’ar c’henstroll nevez etre hêrezh ha krouidigezh, unan a c’hell kevreañ arzourezed hag arzourien,
artizanezed hag artizaned, dizagnerezed ha dizagnerien o tiwanañ e douar strujus Breizh…
Evel-se e vo pedet da zigoradur an diskouezadeg e Gourin tud a c’hellfe bezañ izili da zont er strollad, gant ar soñj e teuint da gemer perzh er gevredigezh. Emichañs e teuio ivez diouzh o c’hoant kement arzour a c’hell bezañ dedennet gant ar prantad eskemmoù tro-dro d’ar grouidigezh e Breizh hiriv an
deiz.
Pal ar c’henstroll PEVARZEK a vo da zigeriñ ar strollad adalek 2024 gant ar pal krouiñ obererezhioù nevez a-stroll, e doare kroaz-hent ar micherioù a gaver er gevredigezh.
Evit dibab un arzour.ez pe un artizan.ez nevez e vo taolet kont eus gwrizioù sevenadurel ar c’hrouidigezhioù, met daoust da-se e chom digor PEVARZEK ouzh an holl, arzour.ez, artizan.ez, krouer.ez a fell dezhi pe dezhañ kas danvez Breizh war-raok war an tachennoù-mañ : tisavouriezh, liverezh, kizellerezh, tresañ, luc’hskeudenniñ, arzoù niverel, dizagn grafek, dizagn arrebeuri, dizagn dilhad, dizagn objedoù, dizagn keginerezh, barzhoniezh, sonerezh, ebenouriezh, houarnerezh,
priajoù, gwer, bizaouerezh…