Owen POHO – Dizagner

Krouer awenet ha Breizhad penn-kil-ha-troad eo Owen, pa zeu bepred gantañ e garantez evit e vro c’henidik. Alese e teu awen e grouidigezhioù, etre kadorioù vreizhek arnevez ha kregin graet gant gwial.

Goude e labour anavezet en ajañs ALATO a oa bet savet gantañ er bloaz 2006 e vez Owen o labourat en e-unan hiviziken. En Arzoù-kaer Brest e oa bet stummet, ha kelenner arzoù plastek eo bet e skolajoù Diwan, ha bremañ e kav e awen e-touez objedoù arz poblek mirdioù Breizh.

Diwar tresoù hengounel a gaver e sevenadur Breizh e vez Owen Poho o reneveziñ tresoù, stummoù ha livioù gant danvezioù nevez, hep disoñjal morse e rank an objedoù chom aes da implijout.

Gweladenniñ lec'hienn Owen Poho