E kroaz-hent ar gubouriezh, an ekpresionouriezh hag ar simplouriezh emañ e oberenn. Enni objedoù o vont dreist d’ar perspektiverezh, padal e vezont gronnet gant un drolinenn resis, ha kas a reont war-zu ur bed nerzhek en ur lidañ koulz ar vuhez bemdeziek hag ar bed faltaziek. Evel en ur goñchenn e taolennont mareadoù puilh ha buhezek ma vagont an ijin da vat…. Adremezioù mor, divuhezennoù, bokedoù pe tudennoù… ur bed splann o skediñ hag o tont d’ar vuhez.