André LAVANANT – Ezel

 

“Ar Seiz Breur ! spered ur vreuriezh, ur spered a garan. Va nerzh war hent ar brezhoneg he deus kavet he gwrizioù a-viskoazh en treuzkas yezh hor bro gozh etrezek ar re yaouank. Neveziñ ha treuzkas : daou abeg don a oa ivez e spered ar Seiz Breur gant ar c’hoant a oa ganto da ziazezañ un arz nevez war ur sevenadur hengounel, awenet gant stummoù, livioù hag ar c’hoant da ginnig d’ar Vretoned ur stilh diouzh an amzer, kant bloaz a zo.
Justamant, 2023 a vo lid kantved ganedigezh an emsav arzel ha dre alese eo deuet ar sonj d’ar gevredigezh Istor ha Sevenadur Breizh* asambles gant Skol Uhel ar Vro da bediñ arzourien a bep seurt d’en em vodañ da reiñ ster da oberenn hon hendadoù.
Ur c’hantved warlec’h, ar gevredigezh Pevarzek a lak he bolontez da sevel ur vreuriezh nevez, etre herezh hag ijinerezh, div vammenn hag az a brav din. Arzoù a-bep seurt, artizanelezh liesseurt, evel ma vez diskleriet er garta. Ra e teuio a-benn an arzourien hag an artizaned a-vremañ da luskañ braventez ar grouadelezh vreizhat. Setu perak emaon ‘barzh ar jeu ganto. Ur vuhez hir a zouhetan da Pevarzek.”

*ISB a genlabour abaoe 3 bloaz gant Breizh Odyssee, kreizenn zisplegañ istor ar Vro, e Landevenneg (o vont da zigeriñ e miz ebrel 2023)

Un embreger hag ur brouder eus ar re bouezusañ evit diorren ar brezhoneg eo André Lavanant, ganet e bro Leon e 1951.

Renet en deus un ti-moullañ e Brest (Ouestélio), met muioc’h anavezet eo evel an hini a zo bet prezidant Diwan Breizh div wech, bloavezhioù-pad. Goude m’en doa lezet ar garg gant Andrew Lincoln e klaskas diorren ar c’hleweled brezhonek en ur grouiñ ar gevredigezh Dizale, a glask stummañ brezhonegerien evit mouezhiañ ar filmoù gant Stumdi. E penn ar gevredigezh Embregerezhioù Breizh evit ar Brezhoneg (EBB) emañ ivez. Dilennnet eo bet Breizhad ar bloaz e 1995, enoret gant Urzh Kolier an Erminig e 1996, ha gant Urzh ar Palmoù akademiek e 1997.