Padrig GUEHO – kizeller mein

En e vicher a gizeller mein eo awenet Patrick Guého gant temoù hengounel evit reiñ buhez d’an danvez. Un tres a vez ingal tost d’e galon a gizeller : an droellenn, unan eus ar stummoù koshañ a gaver e bed a-bezh, hag a gas ac’hanomp da ergerzhout e-kreiz hon denelezh a-dreuz an Arz.

Greunvaen, laton pe maen-sklent, gouest eo Patrick Gueho kizellañ pep danvez evit ur veaj en amzerioù keltiek. Tresoù, krommennoù pe troellennoù a dap lañs e meur a stumm, ha kas a reont hor spered daved ar faltazi.

Gweladenniñ lec'hienn Padrig Gueho