Anais NICOLAS – Tisavourez

E Skol-veur Stad Sol Uhel Tisavouriezh Pariz-Val-de-Marne eo bet diplomet Anaïs NICOLAS, hag engwiriet eo gant Mestroniezh Labourioù en hec’h anv dezhi (HMONP, pezh a oa Diplomet Gant ar Gouarnamant gwechall). Ur bloavezh studi he deus graet e Bro-Finland ivez, kement ha kaout ur sell disheñvel war an tisavouriezh, ur sell puraet hag enframmet gwelloc’h en e endro.

Hent he labour : ar c’hoant sevel goulenn diwar-benn ar glad en ur gevrediñ anezhañ ouzh ar modernelezh, evit mont war-zu ur gened a galite, enframmet enni sevenadur ar vro, redioù an endro hag araokadennoù frouezhus.

Voir le site de Anais NICOLAS