DISKOUEZADEG TRONJOLI

Pelec’h : Kastell Troñjoli e Gourin

Pegoulz : Eus an 10 a viz Du d’ar 17 a viz Kerzu 2023
da Wener, Sadorn ha Sul
etre 10e vintin ha 6 eur noz

Gant kêr Gourin, e kreiz-Breizh, eo e vo degemeret
diskouezadeg kentañ ar strollad PEVARZEK, en diskaramzer
2023, da lâret eo 100 vloaz goude ma oa bet savet strollad ar
Seiz Breur,. Hag ez eo e kalon domani kaer Troñjoli, ul lec’h
anavezet-mat e bed ar sevenadur pa vez dalc’het eno bep
bloaz gouel ar sonerien… E loñjeris ar c’hastell e vo dalc’het,
el lec’h-se ken degemerus evit kinnig krouidigezhioù a bep
seurt.
Pedet oc’h neuze da rentañ enor d’ar strollad arzourien
nevezer bet savet kant vloaz zo gant izili diazezerien
PEVARZEK, evit ma rafec’h anaoudegezh gant un hentenn
a-hed temoù breizhek awenet gant krouidigezhioù dec’h ha
re hiriv an deiz, evel un heklev etre o oberennoù a-vremañ
ha lod eus re arzourien ar Seiz Breur…
Nav arzour.ez/artian.ez/dizagner.ez eo a ginnigo deoc’h o
sell war ar vro en un diskouezadeg lies-danvez : e 2 vent
gant livadurioù, luc’hskeudennoù, videoioù, arzoù grafek
ha dilhad, met e 3 ment ivez gant kizelladurioù, arrebeuri,
objedoù dizagn ha dilhad.