« Implijout a ran barregezhioù kozh ma rannvro evit krouiñ pezhioù dibar, leun a wirionez hag a vodernelezh.»
Yaouank tre oa Mathias Ouvrard pa n’eus dizoloet dilhad kozh e rannvro c’henidik, hag eñ da vezañ entanet neuze gant ar broderezh a zesko e unan penn. Awenet eo gant glad gweabl Kerne Izel, o krouiñ pezhioù a vremañ en ur c’hemmeskañ arouezioù, danvezioù pe c’hoazh teknikoù hengounel. E kreizig-kreiz e labour ‘mañ ar voulouz, en ur implij un doare mozaik da c’hoari gant ar sklerijenn. Etre gwriad ha brodañ, ‘vez krouet pizh gantañ pezhioù, o liammañ an hengoun hag an arnoderezh, seurt goulennoù war memor ar jestroù ha penaos vez degemeret hirio an deiz an dilhad hag an doare d’o fardañ.