Solen MALRIEU – Tisavourez diabarzh

A orin eus Bro Vigouden eo Solen Malrieu, tisavourez diabarzh ha dizagnerez, entanet gant liesseurted ar sevenadurioù hag an dibarderezhioù a ra anezho. Ar c’hoant-se a oa bet maget adalek he bugaleaj gant he zud, o deus treuzkaset dezhi o c’harantez evit an arzoù hag an hengounioù poblek.

Goude bezañ graet he studioù ‘ba Skol Dizagn Naoned (École de Design Nantes Atlantique) he deus heuliet Solen ur master war an dizagn hag ar studioù etresevenadurel e bro India en hevelep ensavadur, tapet he diplom ganti e 2014. E-pad hec’h amzer eno he deus kenlabouret gant an ajañs tisaverezh Studio Lotus ha gant an Indian National Trust for Art and Cultural Heritage.

E 2016 e teu da labourat en ajañs K-Studio e Bro-C’hres, a-raok distreiñ da Vreizh e 2019, e-lec’h ma labour betek fin 2023 gant an ajañs In and Out Architecture.

E 2024 he deus krouet Aorin, hec’h ajañs dizagn ha tisavouriezh diabarzh. An anv, awenet gant ar ger brezhonek « a orin », a embann he c’hoant da dresañ tachennoù gwriziennet don en o amdro, o tennañ d’ar glad sevenadurel ha naturel evit reiñ ster d’he raktresoù. Arbennikaet eo Aorin war ar reneveziñ, ar savadurioù ekologel bihan hag an adkempenn savadurioù kozh, o servij an dud, an embregerezhioù hag an trede lec’hioù.