DISKOUEZADEG GOURIN

KENTAN DISKOUEZADEG PEVARZEK

Pelec’h : Kastell Troñjoli e Gourin
Pegoulz : Eus an 10 a viz Du d’ar 17 a viz Kerzu 2023
da Wener, Sadorn ha Sul
etre 10e vintin ha 6 eur noz
Digoradur ofisiel : D’ar Gwener 10 a viz Du 2023 da 7 e noz

Gant kêr Gourin, e kreiz-Breizh, eo e vo degemeret diskouezadeg kentañ ar strollad PEVARZEK, en diskaramzer
2023, da lâret eo 100 vloaz goude ma oa bet savet strollad ar Seiz Breur,. Hag ez eo e kalon domani kaer Troñjoli, ul lec’h anavezet-mat e bed ar sevenadur pa vez dalc’het eno bep bloaz gouel ar sonerien… E loñjeris ar c’hastell e vo dalc’het, el lec’h-se ken degemerus evit kinnig krouidigezhioù a bep seurt.

Pedet oc’h neuze da rentañ enor d’ar strollad arzourien nevezer bet savet kant vloaz zo gant izili diazezerien PEVARZEK, evit ma rafec’h anaoudegezh gant un hentenn a-hed temoù breizhek awenet gant krouidigezhioù dec’h ha re hiriv an deiz, evel un heklev etre o oberennoù a-vremañ ha lod eus re arzourien ar Seiz Breur…
Nav arzour.ez/artian.ez/dizagner.ez eo a ginnigo deoc’h o sell war ar vro en un diskouezadeg lies-danvez : e 2 vent gant livadurioù, luc’hskeudennoù, videoioù, arzoù grafek ha dilhad, met e 3 ment ivez gant kizelladurioù, arrebeuri, objedoù dizagn ha dilhad.

EMGAVIOU KROUIN

Ul lec’h a eskemmoù hag a emgavioù eo diskouezadeg kastell Troñjoli, pa lak ar c’hrouidigezhioù e kalon ar raktres. Evel-se e vo kavet meur a hini, arzour.ez, artizan.ez, dizagner.ez war al lec’h evit degemer an arvesterien, hag evit kinnig dezho an diskouezadeg a-bezh.
Ouzhpenn da-se e vo dalc’het un abadenn diskouez, un atalier pe ur brezegenn bemdez evit buheziñ an diskouezadeg, hag evit reiñ d’ar weladennerien, en o-unan, a-strolladoù pe gant ur skol da c’hellout gwelet jestroù ur chemed pe un hentenn krouiñ e meur a zanvez.
Sed aze lod eus ar mareoù pennañ war roll diskouezadeg PEVARZEK : Un abadenn liverezh war al lec’h gant al livour.ez,

Un atalier broderezh hengounel evit ober anaoudegezh gant teknikoù ar vro, Un abadenn diskouez kizellañ mein, deoc’h da gemer ho lod ivez,  Un atalier graferezh – en div yezh – tro-dro d’ar monogramoù  adalek pennlizherennoù e anv, ur prantad preder diwar-benn glad an dilhad hengounel ha penaos e c’hell awenañ ar «prest-da-wiskañ» hiriv an deiz, Un atalier perzhiañ evit sevel goulennoù war pezh eo an tisavouriezh a Vreizh…

Darvoudoù awenus all tro-dro d’ar c’hrouidigezhioù ha d’ar Seiz Breur a zo raktreset ivez…(dindan berr e vo savet ar roll anezho).