DISKOUEZADEG KEMPER 2025

GOUELIOU KERNE 2025

Pelec’h : Plas Glaoda ar C’hozh
Pegoulz : Eus ar 24 d’ar 27 a viz Gouere 2025
10e-7eur g.m
Emgav-Emginnig gant arzourien ar c’henstroll.

“AR VERENN VIHAN”

Ur strollad artizaned, arzourien, tresourien breizhat eo PEVARZEK. Gant hevelep tem spered evit hini al luskad Seiz Breur int, o fal sevel oberennoù gwriziennet gant sevenadur ar vro, met gant ur sell a-vremañ. Klask a ra PEVARZEK (ad)termeniñ ar stil brezhonek a-vremañ.

Goude he diskouezadeg gentañ e Blain, dizoloit e Kemper an diskouezadeg diazez—o reiñ lañs d’ur c’helc’hiad kentañ a labourioù kenlabour—”An te goude merenn brezhonek” / Merenn Vihan. Ur staliadur arz gant santimant un istor, a ro tro deomp da soubañ e beaj hag e argerzh krouiñ ar strollad.

Ar c’hrouerien
Yves BRAND’HONNEUR – Ebenour
Nolwenn FALIGOT – Dizagnerez Dilhad
Patrick GUEHO – Kizeller mein
Françoise KERJOSE – Broderez
Christophe LE BAQUER – Arzour
Mathieu LE GUERN – Dizagner,grafour ha Luc’hskeudenner
René-Claude MIGAUD – Livour
Anaïs NICOLAS – Tisavourez
Owen POHO – Dizagner ha grafour
Awen PRIGENT – Poder
Nanou VALY – Broderez

© poltredoù : Pascal Leopold