Lakaad en eneb douar rustr gant an hini dous, liv du meizh gant liv gwenn lufr, pezhioù simpl gant podoù bras klnklet ha fichet kaer.
Gwriziennet mat eo eñ, en e Vro Dreger : Bro Breizh gant he endro hag he sevenadur, zo ur pinvidigezh dibaouez da aweniñ e labour dezhañ.
Arouezioù kozh a vez implijet ivez gantañ, adstummet en amzer a vremañ, o tresañ ur yezh kevrinus war ar podoù, a gomzo da bep a dud, hervez o sonjoù.
Hemañ ‘zo maih ivez, da stummañ en un doare frank ar pri, o lakaad telwennoù ijinet da vezañ bev , pe tost.