DISKOUEZADEG BLAEN

AR VERENN-VIHAN

Ur c’hoad. Ur c’hoad stank. Ur c’hoad gwez ma oa bet divizet gant ur ronfl kas ac’hanomp d’en em goll, evit dilezel ac’hanomp. Un euzhvil spontus eo ar ronfl. Marteze e vimp dilezet, marteze e vimp debret gantañ. Debriñ a ra ar ronfl pep tra war e hent, gizioù, gouiziegezh, kleuzioù, yezhoù, ha seul vui emañ o tebriñ, seul vrasoc’h e teu da vezañ, ha seul vrasoc’h e kresk, seul vui e flastra pep tra, koadeier, stêrioù, ha laboused zoken.
Ar ronfl diwezhañ eo, an hini brasañ hon eus gwelet biskoazh, ken bras hag ar bed. AR BED-RONFL an hini eo. Meudig ma’z omp, gouzout a reomp eo arabat heuliañ anezhañ, kar e vimp debret gantañ ha goude e vimp koazhet gantañ. Gouzout a reomp mat e rankomp tec’hout, met gouzout a reomp ivez n’eus ket mui eus dec’h hag e vo didalvoud strewiñ mein evit kavout an ti en-dro. Petra ober neuze ?
Leuskel an teñzor da dridal ennomp : an natur-hud hag hol liamm ouzh ar bed, an hini treuzkaset gant hon tadoù hag hor mammoù-kozh. Ne ziskouez ket ar veinigoù deomp an hent, krouiñ a reont ur pont etre dec’h ha warc’hoazh, merkañ a reont un hent dibosupl da gavout gant ar BED-RONFL. Un douar, e-lec’h ma c’hell hon eneoù breizhat, dougen frouezhioù gant ur blaz dibar. Ha ni, huñvreal dija d’en em gavout gant douaroù all ha blazioù dibar all, da rannañ ha da eskemm, a-benn pinvidikaat hon eneoù ha dont da vezañ kreñvoc’h evit enebiñ ouzh ar BED-RONFL.

Un diskouezadeg e-stumm un istor, a roio tu d’an arvesterien da vont da heul ar strollad PEVARZEK ha da
soubañ gant o aergelc’h-krouiñ, hag ivez, dre oberennoù personel o izili, o skeudenniñ ur bern stil disheñvel.

EIL DISKOUEZADEG A-STROLL

Pelec’h : Kastell ar Groulae e BLAEN
Pegoulz : Eus an 11 d’an 29 a viz Even 2025
Meurzh-Gwener : diouzh ar mintin
Sadorn ha Sul : Mintin hag abardaez
Digoradur ofisiel : Meurzh 10 a viz Even 2025 da 7 eur noz
Bezañs ar grouerien / krouerezed :
D’ar sadorn 14, 21 ha 28 a viz Even,
D’ar sul 15, 22, 29 a viz Even,

D’ar sul 29 a viz Even da 3eur g.m. : Emgav ha kinnig gant holl grouerien ar strollad.

Goude an div oberenn gentañ bet fardet a-stroll (s.o. ar fotoioù er rummad gallek) : ar paravelioù «Koadsav» ha «Glasmor» ijinet evel elfennoù kinklañ ha talvoudus, o skeudennaouiñ porusted al lojeiz hengounel breizhat, e kinnigo PEVARZEK e Blaen, un hollad oberennoù a-stroll.
Ur sal a-bezh gouestlet d’ar preder ha d’ar c’hrouiñ evit ho kas ganto en o preder diwar-benn ar pezh a c’hallfe termeniñ ar stil breizhat ha petra eo ar c’hrouiñ gant un ene breizhat hiziv an deiz.